Gwellaet eo an traoù d'ar c'herneveureg
Teir yezh a gaver e familh ar yezhoù predenek (« brittonique » ma karit) : ar brezhoneg e Breizh, ar c'hembraeg e Bro-Gembre ... hag ar c'herneveureg e Kerne-Veur ! Met hemañ diwezhañ a zo darbet dezhañ bezañ disoñjet net-ha-net : bremañ zo daou-c'hant vloaz 'zo ne veze klevet komz kerneveurek ebet ken e Kerne-Veur. Met saveteet eo bet gant ur vandennad tud eno, savet a-varv da vev, desket ha kaozeet en-dro e penn-kentañ an ugentvet kantved. War-dro 500 den a oar kerneveureg en deiz-hiziv ha war-dro 6000 a vugale a vez kinniget un tañva d'ar yezh-mañ dezho er skol. Gwellaet e oa bet an traoù d'ar c'herneveureg e miz-Kerzu c'hoazh, pa oa bet roet al live 3 dezhañ gant Karta European ar Yezhoù Rannvroel pe Minorel, war ar memes pazenn neuze e-giz ar c'hembraeg hag ar skoseg.
Selaouomp Jowdy Davey, e-karg eus ar c'herneveureg e Kuzul Kerne-Veur.